Mont d’an endalc’had

Saartjie Baartman

Eus Wikipedia
Sarah Baartman hervez un dresadenn.
Restr:South Africa-Hankey-Signboard at Sarah Baartmans grave.jpg
Ouzh he bez, ur varzhoneg gant Diana Ferrus

Sarah Baartman, pe Saartjie Baartman en izelvroeg, pe c'hoazh Satchwe he gwir anv, (178929 a viz Kerzu 1815) a oa ur sklavez khoikhoi, eus Suafrika, kaset da Europa da vezañ diskouezet evel ul loen, ha lesanvet ar Gwener hottentot. Hottentot, ur ger gros nederlandek, a veze graet eus ar bobl Khoi, ha Gwener, anv doueez roman ar garantez, a veze lavaret anezhi dre c'hoap, abalamour ma veze kavet vil he dremm hag he revr. Hi hag ur vaouez all da vihanañ a veze diskouezet en ur sirk.

He buhez

Satchwe a oa eus ar meuriad Khoekhoe, ur bobl eus Afrika ar C'hreisteiz ha Namibia. Ar re-se, a veze anvet Hottentot pe Bushmen, a zo e gwirionez ur bern pobloù anezhe. Bevañ a reont en ur vro baour spontus ha sec'h-kras abaoe meur a vil bloaz 'zo. Brudet eo ar Khoisaned-se ivez dre ma'z eo bihan a-walc'h o ment. Satchwe ne oa ken nemet 1 metrad 39 e fin he buhez. Brudet eo ar broadoù-se ivez abalamour d'o sevenadur ha d'o yezhoù "kliket", a glever enne 4 seurt klik pe klok e penn-kentañ ar silabennoù. Kit da welout ha da selaou ar filmig emañ e chomlec'h amañ, da glevet penaos e vez komzet ar yezhoù-se : http://www.graspr.com/videos/KhoeKhoegowab-Lesson-No-1-1. Ar c'hlikañ eo a zo kaoz ma reas Hollandiz Hottentot anezhe, da lavaret eo e soñje dezhe e oa ar c'hKhoekhoeed tud gâk pe vesteod !

Ganet e oa Satchwe e fin an driwec'hvet kantved, e-tro 1789. D'ar c'houlz-se e oa an holl vroioù o klask aloubiñ Afrika. En Afrika ar C'hreisteiz e oa ar Voered hag ar Saozon o c'hoari las. Lazhet e veze an henvroidi evel loened, evit ar blijadur ha devet o c'hêriadennoù. Goude se e voe aozet ur gwir ouennlazhadeg. Troc'het e veze o fennoù dezhe ha kaset da virdïoù Europa da ziskouez. Satchwe, pe c'hoazh Ssehoura, a voe lazhet he zud diraki, ha tad he bugel a zeredas kuit kement a aon en devoa bet. 14 vloaz oa ken Satchwe. He bugel bihan nevez-c'hanet a varvas da heul se. Neuze ez eas da glask labour da di ur Boer pinvidik. Gwallgaset e veze alies eno. A-benn ar fin e voe gwerzhet da vreur he mestr. Hemañ a oa kurius da welout he forzh astennet ha distummet pa oa bihan hervez giz ar vro d'ar c'houlz-se. Disneuziet ha kresket e oa bet he feñsoù dezhi ivez hervez ur c'hustum a gaver e meur a lec'h en Afrika. Dimeziñ a reas d'he mestr, sañset, daoust da hemañ bezañ dimezet dija ! Ur medisin saoz a vroudas ar Boer da gas Satchwe, badezet bremañ Sarah pe Saartjie Bartmann, da Vro-Saoz da vezañ diskouezet evel loen sirk, rak hervezañ e oa kalz a arc'hant da c'hounit diwarni. Ar pezh a voe graet. Lesanvet e voe "The Hottentot Venus".

E Bro-C'hall

Gwerzhet e voe d'ur Parizian a anvas anezhi "La Vénus Hottentote" hag a zalc'has da ziskouez anezhi ha gwashoc'h c'hoazh da werzhañ he c'horf. Setu hi bremañ aet da c'hast e Pariz. Goap a veze graet eus he c'horf, eus he yezh ha tremenet e veze da sodez. Homañ koulskoude na oa ket ken sot ha ma krede da Europiz ar c'houlz-se e oa rak dont a reas a-benn da zeskiñ peder yezh, ar galleg en o zouez !

Tamm-ha-tamm e voe tapet gant ar boan-spered hag an droukhirnezh d'he bro. Ouzhpenn-se, he doa kollet he "fried" dre m'en devoa dilezet anezhi. En em lakaat a reas da evañ, d'en em drammañ. Mervel a reas da c'hwec'h vloaz warn-ugent e 1815 diwar an danijenn-skevent, sañset, lod all a lavar ec'h eo diwar an naplez.

Gwerzhet e voe he c'horf-marv d'ur medisin gall anvet Cuvier a ziskejas anezhañ. Lakaet e voe hec'h empenn hag he forzh er formol. He c'horf a-bezh a voe moulet e plastr. He c'horf-eskern a voe lakaet a-wel d'an holl er mirdi. E 1832 e c'houlennas Cuvier, a-raok mervel, e vije lakaet e empenn er formol ivez ha lakaet e-tal tammoù korf Satchwe war ar memes estajerenn da vezañ sellet ! Chom a reas tammoù he c'horf er mirdioù betek 1974 e-mesk al loened gouez plousaet !

Distro d'he bro

Goude fin an Apartheid eo e c'houlennas he fobl, ar Khoekhoeed, digant Nelson Mandela e vefe degaset he c'horf en-dro da Afrika ar C'hreisteiz. Nac'het e voe e-pad pell en ober war digarez n'heller ket reiñ glad ar mirdioù hag ar skiantoù da dud prevez (le patrimoine inaliénable du muséum et de la science) ! Ret e voe lakaat ul lezenn ispisial da dremen evit reiñ an aotre da zieubiñ korf Satchwe, ha votet eo bet e 2002.

Diskouez a ra he buhez dimp penaos e oa tro-spered Europiz en 19vet hag en 20vet kantved betek n'eus ket keit-se 'zo e-keñver pobloù, pe gouennoù evel e veze lavaret, tremenet da izeloc'h evit tud ha mat da vezañ dalc'het dindan gazell-yê !

Diskouez a ra ivez tro-spered nevez ar pobloù henvroiz a-vremañ a zo o klask adkavout o lorc'h, o glad sevenadurel, o arouezioù, betek klask adkaout korfoù ha madoù o zud-kozh bet skrapet ha laeret digante.

Ur vaouez diskaret ha mezhekaet e oa Satchwe. Daou c'hant vloaz goude evelkent, e 2002, e voe kaset he c'horf d'he bro da interiñ. Ur morad a 10 000 a dud a oa deuet d'hec'h enoriñ. C'hoantaet he doa bet a-viskoazh distreiñ d'he bro e-kichen Hankey, ur gêr e reter Cape Town. Douaret eo bet eno. Kalz re bell eo bet ret d'ar Wener Du siwazh gortoz a-raok adkavout ar peoc'h peurbadel ha karantez he fobl !

Film

Ur film gallek, "La Vénus Noire", zo bet graet e 2010 diwar he fenn gant Abdellatif Kechiche.

Notennoù


Lennadurezh

E galleg

  • Gérard Badou, L'Énigme de la Vénus hottentote, Payot & Rivages, Collection Petite bibliothèque Payot, 2002. (ISBN 2-22889-644-6)
  • Zoos humains de la vénus hottentote aux reality shows (Collectif), Éditions La Découverte, Pariz. (ISBN 2-70713-638-7)
  • Barbara Chase-Riboud (Troet gant Denis-Armand Canal), Vénus hottentote.
  • Carole Sandrel, "Venus Hottentote, Sarah Bartman", Perrin 2010.

E saozneg

  • Gilman, Sander L. (1985). "Black Bodies, White Bodies: Toward an Iconography of Female Sexuality in Late Nineteenth-Century Art, Medicine, and Literature". In Gates, Henry (Ed.) Race, Writing and Difference 223-261. Chicago, University of Chicago Press.
  • Gould, Stephen Jay (1985). "The Hottentot Venus". In The Flamingo's Smile, 291-305. New York, W.W. Norton and Company. ISBN 0-393-30375-6.
  • Holmes, Rachel (2006). The Hottentot Venus. Bloomsbury, Random House. ISBN 0-7475-7776-5, ISBN 1400061369 (U. S. edition).
  • Strother, Z.S. (1999). "Display of the Body Hottentot", in Lindfors, B., (ed.), Africans on Stage: Studies in Ethnological Show Business. Bloomington, Indiana, Indiana University Press: 1-55.