Mont d’an endalc’had

Sofonisba

Eus Wikipedia
Marv Sofonisba, marteze gant Anatole Devosge (1770-1850)
Marv Sofonisba, hervez Giambattista Pittoni

Sofonisba ( ΣοΦονισβα e gregach, Saphanba'al er yezh punek), a oa ur briñsez eus Kartada, ganet en 235 kent JK ha marvet en 203 kent JK, brudet he c'hened, hag a voe rouanez Numidia en amzer an eil brezel punek.

He buhez

Merc'h e oa da Hasdrubal Gisco, jeneral en arme Kartada. Da gentañ e oa bet prometet da Massinissa, roue Numidia ar reter (Massylian) , pa oa yaouankik. Met e 206 kent JK ez eas Massinissa a-du gant Roma. Neuze e klaskas Hasdrubal un emglev all gant Sifaks, roue Numidia ar c'hornog (Masaeisylian), a oa bet e-tu ar Romaned a-raok. Dimeziñ a reas Sofonisba da skoulmañ an emglev etre renerien Kartada ha Numidia.

Pa voe trec'het Sifaks gant Massinissa, e 203 hag ar Romaned unanet ec'h orgedas Massinissa outi hag e timezas dezhi. Kement-se ne blijas ket d'ar jeneral roman Scipio, a c'houlennas groñs ma vije roet ar briñsez dezhañ da gemer perzh en e drec'hlid e Roma. Muioc'h a aon en doa Masinissa rak ar Romanaed eget a garantez ouzh e wreg nevez. Neuze ez eas d'he c'havout, e touas e kare anezhi, met n'halle ket, emezañ, he dieubiñ nag he diwall diouzh konnar ar Romaned. Neuze e c'houlennas diganti mervel evel ur gwir briñsez eus Kartada.
Ha hi d'evañ ar c'hibad kontamm kinniget dezhi. Marteze ne vije ket bet na gwallet na boureviet, met un dizenor hag ur vezhekadenn e vije bet bezañ chadennet ha baleet dirak an engroez e Roma.

Istorourien

Kontet eo bet istor Sofonisba , kaeraet a dra sur, gant meur a istorour.


El lennegezh

  • Francesco Petrarca a skrivas un nebeud gwerzennoù latin diwar-benn Sofonisba ha Massinissa en e oberenn Africa , Levrenn V, vv. 1 – 773. Ur meulgan diwar-benn an eil brezel punek ha Scipio eo, skrivet etre 1339 ha 1342, reizhet ha kempennet goude.
  • Kentañ trajedienn a voe skrivet diwarni eo hini ar skrivagner italian Galeotto Del Carretto (war-dro 1470–1530), savet e 1502, met embannet war-lerc'h e varv e 1546.
  • Kentañ a voe embannet avat eo hini Gian Giorgio Trissino e 1524
  • Mellin de Saint-Gelais a lakaas e galleg en 1556 un drajedienn anvet Sophonisbe diwar ar skrivagner italian Trissino , c'hoariet e kastell Bleaz dirak lez ar roue gall.
  • Claude Mermet a embannas un droidigezh all eus Sophonisbe Trissino, e 1584 .
  • Antoine de Montchrestien a embannas ur Sophonisbe en 1596, a voe leurennet ha c'hoariet en 1601 dindan an anv La Cartaginoise ou La Liberté.
  • Jean Mairet, a embannas un drajedienn all anvet Sophonisbe e 1634, ha ganti e krog ren reolenn an tri under el lennegezh c'hallek.
  • Georges de Scudéry a skrivas diwar-benn he marv 5 harangue e oberenn Les Femmes Illustres ou les Harangues Héroïques de monsieur de Scudery, embannet en 1642.
  • Pierre Corneille a skrivas an drajedienn Sophonisbe en 1663.
  • The Tragedy of Sophonisba gant ar barzh saoz James Thomson e 1730.
  • Voltaire a skrivas an drajedienn moulet e 1770 ha c'hoariet e 1774.
  • Vittorio Alfieri a skrivas ur pezh anvet Sofonisba e 1789.

Tud all

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù