Mont d’an endalc’had

Deiziadur muzulmat

Eus Wikipedia
Stumm eus an 30 Her 2006 da 17:02 gant Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

An deiziadur muzulman, pe deiziadur islamek, eo an doare da rannañ an amzer a zo implijet er broioù muzulman. Ur gwir deiziadur loarel eo, rannet e 12 miz loar pe 12 loariad. En deiziadur-se n’eus ket 365,2425 devezh en ur bloavezh, met nebeutoc’h, dre ma ne bad al loariadoù nemet 28 devezh pe war-dro. Abretoc’h-abretañ e krog pep bloavezh eta, e-keñver an heol : war-dro 11 devezh abretoc’h bep bloaz. Ur miz, forzh pehini e vefe, en em gav en-dro d’an hevelep koulz-amzer bep 33 bloaz.

Deroù an deiziadur muzulman eo an Hijra, pa’z eas Muhammad hag e heulierien eus Mekka da Vedina er bloavezh 622 goude J.K.

Er bloavezh 638, ar c’halif Omar (592-644) a zivizas unvaniñ an deiziadurioù a oa en implij en amzer-hont e-touez ar pobloù muzulman. Divizout a reas e vefe niverennet ar bloavezhioù adalek an Hijra, a oa c’hoarvezet d’ar 16 a viz Gouere 622 goude J.K. Deiz kentañ miz kentañ ar bloavezh kentañ eo an deiz-se (1 MuHarram 1 AH). An deiziadur muzulman a reer anezhañ ivez deiziadur an Hijra, diwar anv tec’hadenn Muhammad eus Mekka. An deiziadoù, en deiziadur-se, a skriver alies gant ar berradur AH, a dalvez Anno Hegirae, da lavarout eo, e latin, "e bloavezh an Hijra".

Emaomp bremañ (2006) er bloavezh 1427 AH.

Anvioù ar mizioù en deiziadur muzulman

(en arabeg emañ an anvioù-se p'eo an arabeg yezh sakr an Islam)

  1. Muharram ul Haram (krennet e Muharram) محرّم
  2. Safar صفر
  3. Rabi-ul-Awwal رابي
  4. Rab-ul-Akhir (pe Raby` al-THaany) رابي الثااني
  5. Jamadi-ul-Awwal جومادا
  6. Jamadi-ul-Akhir (pe Jumaada al-THaany) جمادي الثاني
  7. Rajab رجب
  8. Sha'aban شا
  9. Ramadhan رمضان
  10. Shawwal شوّال
  11. Dhul Qadah (pe Thw al-Qi`dah) دل كاداه
  12. Dhul Hijja (pe Thw al-Hijjah) دل هيجا

Anvioù deizioù ar sizhun

  • yaum al-ahad يوم الأحد
  • yaum al-ithnayna يوم الإثنين
  • yaum ath-thalatha' يوم الثُّلَاثاء
  • yaum al-arba`a' يوم الأَرْبعاء
  • yaum al-khamis يوم الخَمِيس
  • yaum al-jum`a يوم الجُمْعَة
  • yaum as-sabt يوم السَّبْت


Diforc’hioù bihan pe vihanoc’h a zo etre ar broioù muzulman. Disheñvel eo an deiziadur implijet er broioù arabek hag er broioù muzulman all (Indonezia, Iran…). Abalamour d’an diforc’hioù-se e c’hell bezañ disheñvel deiziadoù ar gouelioù dre ar bed muzulman.

An 30 a viz Here 2006 eo ar 7 Shawwal 1427 AH.
1 MuHarram (deiz kentañ ar bloaz) 1428 AH a vo d’an 20 a viz Genver 2007.

Liammoù diavaez