Mont d’an endalc’had

Bilzig

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Bilzig eo anv ur romant brezhonek skrivet gant Fañch al Lae.

An istor

Bilzig zo ur romant da gelenn ar yaouankiz. Embannet e voe al lodenn gentañ ("Bugaleach Bilzig") evit ar wech kentañ er gelaouenn Buhez Breiz, adal an niverenn 37 (miz Genver 1924) betek an niverenn 47 (miz Du 1924). E 1925 e voe embannet ar romant a-bezh.

Kontañ a ra bugaleaj ha yaouankiz ur paotr paour hag emzivad eus parrez Lokireg, e Bro-Dreger. Savet eo gant e voereb Izabel. Afer en deus ouzh ar person hag ar c'hont, dalc'herien ar galloud er barrez. War a seblant ez eo c'hoarvezet an istor en XVIIIvet kantved etre Lokireg, Plistin (Toull-ar-c'hirri, al Lev-Draezh), Sant-Eflamm), Lokmikael, Perroz-Gireg, Montroulez, Lannuon

Lakaet en deus an aozer barzhonegoù e-barzh an istor.

Skrivañ a ra Fañch al Lae gant ar skritur KLT ha santet e vez da-vat blaz yezh Treger. Ne vez ket lakaet a ñ e fin an anv-verb, ao met ô, eur evit ur, buhe, anean, kenta, pôtr, penôs, ... Bez' ez eus gerioù a skriv evel e klev anezho.

Levrlennadur

Ur pennad diwarbenn Bilzig zo en Annales de Bretagne e 1958, e-lec'h ma 'n em c'houlenn Pêr Trepos hag-eñ ez eo tennet ar pennad tri eus Bilzig e gwirionez.

Embannadurioù

Limmoù diavaez

Notennoù

  1. Daou ISBN faziek zo moullet war an adembannadur : 2-900828-84-7 ha 2-900828-85-5.