Mont d’an endalc’had

Laezh

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ul leue o tenañ e vamm
Ur werennad laezh
Plac'hig al laezh, gant Martin Drolling (1752-1817)

Al laezh a zo un dourenn, pe ul liñvenn, gwenn he liv, a vez furmet e bronnoù ar bronnegezed e-keit ma vezont o tougen re vihan.

Ar magadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh o mamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ul loen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro.

Goro

Dre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant ur c'havr pe un dañvadez, pe ur gazeg pe ur gañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvet goro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant un ardivink a reer goroerez anezhañ.

Greanterezh al laezh

Produet e vez al laezh e-kreiz atantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stumm boued-laezh.

Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus an dienn: diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graet amann.

  • Kaoz zo bet, e 2008, ne oa ket a-walc'h a laezh ken, ez aje ar prizioù war-raok abalamour da se.
  • Manifester ez eus adarre gant ar saverien saout-laezh abalamour ne vezont ket paeet a-walc'h pa vez gwerzhet keroc'h gant ar stalioù bras.
  • E Bro-Sina e vez lakaet traoù kimiek el laezh, ken ez eus bet miliadoù a vugale glañv. Aon zo e c'hoarvezfe kemend-all en hon bro en da-zont.

Al laezh er yezh vrezhonek

Krennlavaroù ha troiennoù

Gwelit Krennlavaroù diwar-benn al laezh.

  • Diouzh o dent e vez goroet ar saout
  • Dous evel al laezh
  • N'eus ken gwaskañ war e fri hag e teuy laezh

Laezhioù

  • laezh a-dreuz, laezh nevez-c'horoet, ha n'eo ket kignet pe digoavenet, gwelout levrioù Jules Gros.
  • laezh-bistro
  • laezh-bouc'h: anv dizereat a vez graet eus ar sper
  • laezh-bourjon, pe bourjonek, pe bourjonet
  • laezh-dienn, pe diennek
  • laezh diziennet, pe digoavenet
  • laezh-dous, enebet ouzh laezh trenk, pe laezh-ribod
  • laezh-druz
  • laezh-glas, pe glazet,
  • laezh-gludennek,
  • laezh-goedennek
  • laezh-gwelv
  • laezh-gwendarzh
  • laezh-kaoulet
  • laezh-kignet, pe diziennet
  • laezh-koaven, pe koavenek, anv all al laezh-dienn
  • laezh-kriz, ha n'eo ket bet poazhet
  • laezh-kujen
  • laezh-livrizh, pe laezh-dous (llefris eo anv al laezh e kembraeg an hanternoz)
  • laezh-neudennek
  • laezh-peka, pe laezh-peket, kentañ laezh ur vuoc'h nevez-halet
  • laezh-poazhet, kontrol d'al laezh-kriz
  • laezh-ribod
  • laezh-tarv: evel laezh-bouc'h
  • laezh-tarzhet
  • laezh-tourgouilh
  • laezh-trenk
  • laezh-tro
  • laezh-uzen, pe laezh-peka
  • dourlaezh, pe dour-laezh (hervez Geriadurig Roparz Hemon), a zo laezh mesket gant dour

Gerioù gant laezh enno

hag ivez

Sellout ivez

Yaourt en un asied.

Laezh en taolennoù

Pennadoù kar


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar