Mont d’an endalc’had

AK-74

Eus Wikipedia
Avtomat Kalachnikova 74
Skeudenn ar pennad AK-74

Ur fuzuilh-arsailh AK-74
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Munisionoù 5,45 × 39 mm M74
Ijiner Mic'hail Kalachnikov
Mare produiñ Abaoe 1974
Stumm AK-74 M : abaoe 1991
Niver produet Ouzhpenn 5.000.000
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas (hep kartouchenn, gant he c'harger) 3,300 kg
Hirder 943 mm
Hirder ar c'hanol 415 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Etre 200 ha 400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 890 m/s
Lusk-tennañ teorikel 650 tenn/mn
Lusk-tennañ pleustrek 100 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 30 pe 45 kartouchenn, karger fiñv ront 60 pe 96 kartouchenn
Adstummoù AKS-74, AK-74M
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An AK-74, e rusianeg Автомат Калашникова образца 1974 года pe "Kalashnikov fuzuilh aotomatek stumm 1974", a zo ur fuzuilh-arsailh savet gant an ijinour brudet Mic'hail Kalachnikov e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970.

Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e rae ar braz eus fuzuilhoù an armeoù gant kalibroù bras : 7,62 × 51 mm evit broioù AFNA pe 7,62 × 54 mm evit reoù Pakt Varsovia. Er bloavezhioù 1970 e voe dibabet kalibroù bihanoc'h evit skañvaat an dafar douget gant ar soudarded ha talañ gwelloc'h ouzh endroioù emgann ar mare-se, janglennoù ha kêrioù. Broioù AFNA a zibabas ar 5,56 × 45 mm ; kement-mañ a voe graet gant ar Soviediz a savas kartouchennoù nevez 5,45 × 39 mm[1].

Evit ar munisionoù-mañ e voe kempennet an AKM (bet dija un adkempenn eus an AK-47) ha ganet an AK-74. Chom a ra tost an AK-74 d'an AKM rak 50% eus he fezhioù a zo heñvel-rik hag a c'hell bezañ eskemmet an eil gant egile. Ar starderez war veg he c'hanol a zo brasoc'h. Tizh he boledoù V0 a zo war-dro 900m/s, kalz uheloc'h evit hini un arm e 7,62 mm[1].

Kartenn ar broioù o deus bet implijet an AK-74 en ur mod ofisiel (e ruz) pe a ra c'hoazh (e glas)

E-pad brezel Afghanistan e voe implijet an AK-74 evit war wech kentañ. Goude-se e servijas e brezelioù e Tchetchenia, Irak pe Siria da skouer, etre daouarn an armeoù pe strolladoù nann-gouarnamantel. Implijet e vez c'hoazh e reter an Europa, e Mongolia, gant strolladoù stourm begenn Korea an Norzh pe c'hoazh troadegiezh morlu poblel ar Vietnam. E deroù aloubadeg Ukraina gant Rusia e miz C'hwevrer 2022 ez eus bet roet miliadoù a skouerennoù eus an arm gant gouarnamant Ukraina d'ar re a felle dezhe difenn o bro. Implijet e vez an AK-74 gant an daou du er brezel-mañ[2]. Hiziv an deiz e vez produet c'hoazh gant an embregerezh armoù Izmash ha kopiennoù a vez graet dindan lisañs e Bulgaria.

Tro-dro d'an AK-74

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar CIA a oa prest da reiñ 5000 a zolarioù US evit ar re gentañ a AK-74 tapet gant ar re mujahadin ha roet dezhi e-pad brezel Afghanistan. [3]

Soudarded ar morlu soviedel gant AK-74, baionetezioù staget oute

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2024, p. 166
  2. (en) GIDDINGS Caleb, The guns of the ukrainian army, war ar blog Free Range America, 23/03/2022 (lennet d'an 01/02/2024)
  3. Chivers, C. J. (12 October 2010). The Gun. Simon & Schuster. 382–383 p. ISBN 978-1-4391-9653-3. 
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan