Bonapartouriezh : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
(Ur stumm da c'hortoz gant ar memes implijer kuzhet) | |||
Linenn 40: | Linenn 40: | ||
[[Rummad:Tu dehoù]] |
[[Rummad:Tu dehoù]] |
||
[[Rummad:Mirouriezh]] |
[[Rummad:Mirouriezh]] |
||
[[Rummad:Ideologiezhioù politikel]] |
Stumm red eus an 3 Gou 2024 da 13:59
Bonapartouriezh (galleg : bonapartisme) eo anv un ideologiezh politikel awenet gant obererezhioù an daou impalaer Napoleon Bonaparte ha Napoleon III. An droienn a vez implijet evit ober eus an dud hag o deus ar spi e vefe adsavet an tierniezh Bonaparte hag o doare da ren. Gant ar mennozh-se, ur bonapartour zo un den hag a zo oberiant en ul luskad politikel mirour, roueelour, hag impalaeriel en XIXvet kantved e Frañs.
Ar bonapartouriezh zo bet ganet e 1814 gant kentañ diskar Napoleon. Er bloavezhioù 1840 e voe ganet hag unvanet an ideologiezh-se.
Goude Napoleon Iañ, an droienn a oa bet implijet evit ober eus an holl bolitikerien o devoe kemeret perzh e Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn, ha dreist-holl ar re a oa e penn Ren ar Gonsuled (Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Napoleone Buonaparte, Charles-François Lebrun) ; goude-se e voe implijet ledanoc'h evit ober eus an dud a oa a-du gant ar C'hentañ hag an Eil Impalaeriezh c'hall. Ar vonapartourien o devoa c'hoant ma vefe un impalaeriezh renet gant an tiegezh Bonaparte, familh korsat Napoleon Iañ hag e niz Napoleon III.
Er boavezhioù a-vremañ e vez implijet an droienn en ur stumm kalz ledanoc'h, evit ober eus luskadoù pe tudennoù politikel a sav a-du gant ur galloud kreñv kreizennet, renet gant ur penn skedus, harp d'ul lu kreñv, ha mirour.
Listenn ar vonapartourien o devoa goulennet ren war Frañs abaoe 1814
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar re a zo bet e penn Frañs a zo merket gant ur steredennig .
Goulenner | Poltred | Ganedigezh | Dimeziñ (où) | Marv |
---|---|---|---|---|
Napoleon I* 1814–1815 |
15 a viz Eost 1769, Ajaccio Mab Carlo Buonaparte ha Letizia Ramolino |
Joséphine de Beauharnais 9 a viz Meurzh 1796 Bugel ebet Marie Louise, Dugezh Parma 11 a viz Meurzh 1810 1 bugel |
5 a viz Mae 1821 Longwood, Saint Helena 51 vloaz | |
Napoleon II* 1815–1832 |
20 a viz Meurzh 1811, Pariz Mab Napoleon Iañ ha Marie Louise Aostria |
Chomet dizimez | 22 a viz Gouhere 1832 Vienna 21 vloaz | |
Joseph Bonaparte (Joseph I) 1832–1844 |
7 a viz Genver 1768, Corte Mab Carlo Buonaparte ha Letizia Ramolino |
Julie Clary 1 a viz Eost 1794 2 bugel |
28 a viz Gouhere 1844 Firenze 76 vloaz | |
Louis Bonaparte (Louis I) 1844–1846 |
2 a viz Gwengolo 1778, Ajaccio Mab Carlo Buonaparte ha Letizia Ramolino |
Hortense de Beauharnais 4 a viz Genver 1802 3 bugel |
25 a viz Gouhere 1846 Livorno 67 vloaz | |
Napoleon III* 1846–1873 Prezidant ar Frañs (1848–1852) Impalaer ar C'hallaoued (1852–1870) |
20 a viz Ebrel 1808, Pariz Mab Louis Bonaparte hag Hortense de Beauharnais |
Eugénie de Montijo 30 a viz Genver 1853 1 bugel |
9 a viz Genver 1873 Chislehurst 64 bloaz | |
Napoléon, Priñs impalaeriel (Napoleon IV) 1873–1879 |
16 a viz Meurzh 1856, Pariz Mab Napoleon III hag Eugénie de Montijo |
Chomet dizimez | 1 a viz Even 1879 Rouantelezh Zulu 23 bloaz | |
Priñs Napoléon-Jérôme Bonaparte (Napoleon V) 1879–1891 (tabut) |
9 a viz Gwengolo 1822, Trieste Mab Jérôme, Roue Westfalia ha Katharina von Württemberg |
Priñsez Maria Clotilde eus Savoya 30 a viz Genver 1859 3 bugel |
17 a viz Meurzh 1891 Roma 68 vloaz | |
Victor, Priñs Napoleon (Napoleon V) 1879–1926 (tabut) |
18 a viz Gouhere 1862, Palais-Royal Mab ar Priñs Napoleon Bonaparte hag ar briñsez Maria Clotilde Savoya |
Priñsez Clémentine Belgia 10/14 a viz Du 1910 2 bugel |
3 a viz Mae 1926 Brusel 68 vloaz | |
Louis, Priñs Napoleon (Napoleon VI) 1891–1932 (tabut) |
16 a viz Gouhere 1864, Meudon Mab ar priñs Napoléon Bonaparte hag ar briñsez Maria Clotilde Savoya |
Chomet dizimez ha divugel war e seblant | 14 a viz Here 1932 Prangins 68 vloaz | |
Louis, Priñs Napoleon (Napoleon VI) 1926–1997 (tabut betek 1932) |
23 a viz gEnver 1914, Brusel Mab Victor, Priñs Napoloon hag ar briñsez Clémentine Belgia |
Alix Foresta 16 a viz Eost 1949 4 bugel |
3 a viz Mae 1997 Prangins 83 bloaz | |
Charles, Priñs Napoleon (Napoleon VII) 1997–bremañ (tabut) |
19 a viz Here 1950, Boulogne-Billancourt Mab Louis, Priñs Napoleon hag Alix, Priñsez Napoléon |
Priñsez Béatrice Bourbon-Div Sikilia 19 a viz Kerzu 1978 2 bugel Jeanne-Françoise Valliccioni 28 a viz Gwengolo 1996 1 bugel (advabet) |
||
Jean-Christophe, Priñs Napoléon (Napoleon VIII) 1997–bremañ (tabut) |
11 a viz Gouhere 1986, Saint-Raphaël, Var Mab Charles, Priñs Napoleon hag ar Briñsez Béatrice Bourbon-Div Sikilia |
Kontezh Olympia von und zu Arco-Zinneberg 17 a viz Here 2019 1 bugel |